Meta Platforms, Inc., pe Meta, zo ur c’hengevredad etrebroadel stadunanat eus Menlo Park, e Kalifornia. Perc’henn eo war Facebook, Instagram, Threads, WhatsApp, ha produioù ha servijoù all. Dont a ra al lodenn vrasañ eus e gorvoderioù (ouzhpenn 95%) eus ar bruderezh. Bez' eo unan eus brasañ kevredigezhioù SUA, gant Alphabet (Google), Amazon, Apple ha Microsoft. Da gentañ e oa anvet Facebook. Kemmet eo bet e anv e 2021 evit sklaeraat e oa pal kentañ an embregerezh aozañ ar metaverse.